Arkadokiprenezeg
An arkadieg-ha-kiprenezeg pe gresianeg arkadiek-ha-kiprenezek a oa ur strollad rannyezhoù henc'hresiank bet komzet en Arkadia hag e Kiprenez etre ar VIIvet kantved kt JK betek tro-dro d'ar IVe kantved goude JK.
Diorroet e oa bet war-eeun diwar ar gresianeg mikenaiek, ha komzet e veze en takadoù ma kilas poblañs Mikenai betek enne o tec'hel diouzh al alouberion dorek.
Ne van nemet roudoù skrivet eus ar yezh bet savet oc'h implijout ar silabenneg kiprenezek.
Implijet e veze al lizherenn san (ϻ) en Arkadia nemetken betek tro-dro d'ar VIvet kantved kt JK.
Kenderc'hel a reas an arkadieg-ha-kiprenezeg d'ober gant meur a berzh kavet e mikenaieg aet da get e rannyezhoù gresianeg klasel all, en o zouez ar son /w/ skrivet gant digamma (ϝ).