Arme Broadel Zimbabwe
Arme Broadel Zimbabwe pe Zimbabwe National Army (ZNA) zo skourr pennañ Nerzhioù Difenn Zimbabwe. Karget eo eus an holl gefridioù war zouar.
Krouet e oa bet d'an 18 a viz Ebrel 1980. E 2017 ez eus 30 000 soudard, 22 000 adarmead, un hollad a 52 000 soudard.
Taol-Stad miz Du 2017
kemmañSkarzhet eo bet an diktatour kozh Robert Mugabe gant al lu-se e miz Du 2017 evit lakaat Emmerson Mnangagwa en e blas. D'ar 24 a viz Du 2017 eo bet asantet ar prezidant nevez gant pennoù al lu en un doare ofisiel.