Armistead Maupin zo ur skrivagner amerikan ganet e Washington D.C. e 1944.

Armistead Maupin (a-gleiz) gant e bried (a-zehou)

E 1976 e krogas da embann Tales of the city (Kronikennoù eus kêr) er pemdezieg San Francisco Chronicles. Berzh a rejont kenañ hag embannet e voent goude-se e 6 levr skignet er bed a-bezh. Enno e kont ar skrivagner buhez Michael, heñvelreviad e San Francisco, gant fent ha from war un dro.