Arnaldo Otegi Mondragon
Arnaldo Otegi
Arnaldo Otegi
Anv badez Arnaldo Otegi Mondragon
lesanvioù Ar Gerry Adams euskarat[1]
Deiziad ganedigezh 6 a viz Gouhere 1958 e Elgoibar, proviñs Gipuzkoa e bro Euskadi su
Bro Euskadi
Skourr Euskadi ta Askatasuna

Herri Batasuna
Euskal Herritarrok
Sortu

Micherioù Stourmer broadelour

Politikour

Arnaldo Otegi Mondragon a zo ur politikour euskarat, stourmer dizalc'hour. Mouezh ar strollad Sortu eo. Ganet eo d'ar 6 a viz Gouhere 1958 e Elgoibar, ur gêriadennig eus proviñs Gipuzkoa e bro Euskadi su.

Ul lisañs prederouriezh ha lizhiri a zo bet tapet gantañ. Dimezet eo ha daou vugel en deus.

Stourmer e oa er strollad Euskadi ta Askatasuna (ETA), skourr bolitikel-soudardel, ret e voe dezhañ kuitaat e vro ha terc'hout da Frañs e 1977. Harzet ha skarzhet e voe, ha lakaet etre daouarn ar servijoù surentez spagnol e 1987. Barnet e voe prim e Madrid ha kondaonet da 6 vloaz toull-bac'h. Dieubet e voe e 1990.

E 1997 e oa bet dilennet evel ezel e bodad ren da c'hortoz ar strollad Herri Batasuna.

Otegi a zo bet dieubet eus an toull-bac'h d'ar 1añ a viz Meurzh 2016[2]. An dieubidigezh a oa bet degemeret mat gant pennoù an tu kleiz abertzale, ha gant pennoù ar strollad Podemos ; kement-se a blanto reuz e-barzh ar strolladoù politikel all dreist-holl Ciudadanos, hag ul lod eus bed ar c'helaouiñ El Mundo e-penn[3].

Levrlennadur kemmañ

  • (fr) Demain, Euskal Herria - Entretien avec Arnaldo Otegi, embannadur Gara-Gatuzain, 168 pajenn, 1añ aviz Even 2006 (ISBN 978-2913842410)

Film kemmañ

  • Julio Medem, Euskal pilota: larrua harriaren kontra

Notennoù ha daveennoù kemmañ