Arnošt Muka
Arnošt Muka, pe Karl Ernst Mucke en alamaneg, (Großhänchen, 10 Meurzh 1854 - Bautzen, 10 Here 1932) a oa ur skrivagner ha kelenner sorab a labouras evit ar sevenadur sorabek hag a savas Mirdi Sorab Bautzen.
Buhez
kemmañMab e oa d'ul labourer-douar. Skoliet e voe e "Gymnasium" (lise) Bautzen, etre 1869 ha 1874. Eno e oa ezel eus ar gevredigezh Societas Slavica Budissinensis. Goude-se e studias an doueoniezh hag ar yezhoniezh slavek e skol-veur Leipzig eus 1875 da 1879. Labourat a reas evel kelenner lise e Zittau ha Bautzen.
E 1880 e krogas da labourat e lise Bautzen. Eno e voe oberiant er gevredigezh vrogar Budyska bjesada. Abalamour d'an dra-se e voe kaset e 1883 da lise Chemnitz. E 1887 e kemeras ur post all e lise Freiberg. Ur wech dimezet en em stalias e Bautzen, hag eno e voe embannet an darn vrasañ eus e skridoù.
Levezon
kemmañUnan eus saverien al Lipa Serbska e voe, kevredigezh ar Sorabed yaouank. Oberiant e voe ivez evit ar c'hoariva ha sevel a reas an dastumad Prěnja serbska dźiwadłowa zběrka ("Kentañ dastumad pezhioù-c'hoari sorabek"), embannet eus 1880 da 1923.
E 1874 e lakaas e anv er gevredigezh Maćica Serbska. Ezel a enor e voe anezhi e 1904, ha prezidant a enor e 1922.
E 1875 e savas, gant ar barzh Jakub Bart-Ćišinski, ar gevredigezh studierien Schadźowanka hag a zeuas da vezañ ar Jungsorbische Bewegung, luskad ar Sorabed yaouank.
Eñ eo diazezer ar Mirdi sorab e Bautzen.
A-hed e vuhez e kreskas e vrud evel skrivagner hag embanner, koulz ha kelaouenner. Embann a reas oberennoù klok Handrij Zejler (1883-1891), ren a reas ar c'helaouennoù sorabeg Lužica (1882-1907) ha Časopis Maćicy Serbskeje (1848-1937).
Medalennet e voe meur a wech e meur a vro : e Serbia (Urzh sant Sava), e Rusia (Urzh Sant Stanislas), e Montenegro (Urzh ar priñs Danilo), e Saks (Urzh Albrecht).
Oberennoù
kemmañ- De dialectis Stesichori, Ibyci, Simonidis, Bacchylidis aliorumque poetarum choricorum cum Pindarica comparatis. Universität Leipzig, 1879
- Statistika łužiskich Serbow [Statistik der Lausitzer Sorben]. Budyšin/Bautzen 1884–1886. Adembannet e e1927 ha 1979.
- Historische und vergleichende Laut- und Formenlehre der niedersorbischen (niederlausitzisch-wendischen) Sprache. Mit besonderer Berücksichtigung der Grenzdialecte und des Obersorbischen. Leipzig 1891. Adembannet e 1965.
- Wörterbuch der nieder-wendischen Sprache und ihrer Dialekte. Levrenn 1 A-N, Sant-Petersbourg 1911–1915, Prag 1926 ; levrenn 2 O–Ź, Prag 1928 ; levrenn 3, anvioù divoutin, Prag 1928
- Bausteine zur Heimatkunde des Luckauer Kreises. Luckau 1918
- Sérbsko-němski a němsko-serbski Přiručny-Słownik [Wendisch-deutsches und deutsch-wendisches Handwörterbuch]. Bautzen 1920