Arnulf Karintia
Arnulf Karintia, ganet war-dro 850 ha marvet e 899, a voe dug Karintia, hag impalaer ar C'hornôg adal 896 betek e varv tri bloaz goude.
E 887 e tiskaras e eontr Karl an Tev hag e teuas da vout impalaer Frankia ar reter en e lec'h. E 894 e voe anvet da roue Italia. Impalaer ar Romaned e voe e 896 a-raok mervel e Regensburg, e Bavaria.
En e raok : Guido III Spoleto |
Impalaer ar C'hornôg 896 – 899 |
War e lerc'h : Loeiz III an Dall |