Arthur Joseph Griffith (iwerzhoneg : Art Seosamh Ó Gríobhtha ; Dulenn, 31 a viz Meurzh 1871 – Dulenn, 12 a viz Eost 1922) a oa ur skrivagner, ur c'hazetenner hag ur politiker iwerzhonat hag a grouas ar strollad politikel Sinn Féin. E penn an dileuridigezh e oa da-geñver ar feur-emglev etre Breizh-Veur hag Iwerzhon a voe sinet d'ar 6 a viz Kerzu 1921. Kadoriad Dáil Éireann e voe Griffith etre miz Genver 1922 hag e varv e miz Eost.