Arz ha saverezh karlat
An arz karlat a badas eus 780 da 900, pa oa Karl-Veur hag e ziskennidi o ren an impalàerded frank. An azginivelezh karlat a reer anezhi ivez. Graet e oa evit al lez ha kalz a vanatioù dindan ar bàeroniezh-impalàer. Evit ar wezh kentañ e klasked da adperc'herenniñ stummoù ha furmoù arz klasel ar Mor kreiz en hanternoz Europa.
Savourien-diez karlat a glaskas da wellaat ar saverezh Roma hag a emprestas o doareoù keit da savourien-diez ar gristenezh kentañ ha da re an impalàerded bizantin, mui kavadennoù eus o ferzh... pezh a grouas ur stumm en e un.
-
Avieloù Lorsch (778-820). Skol Lez Karl-Veur.
-
Plakad olifant, deuet eus golo ul levr, Reims e fin an 9vet kantved. Un tamm buhez eus Sant Remi e krec'h ha Hlowodowig badezet e traoñ.
-
Levr-skramantoù Drogo, war-dro 850. Pennlizherenn C skeudennaouet gant pignidigezh ar Salver. Skrivet eo gant liv aour.
-
Sant Mark e Avieloù Ebbo.
-
Eus levr-salmoù Utrecht, 9vet kantved.
-
Tamm golo ul levr (11vet) ha n'eo ket karlat.
-
Marellig, Germigny-des-Prés, war-dro 806 met renevezet eo bet.
-
Golo olifant Avieloù Lorsch. Patromoù impalàer an Henamzer diwezhañ klenket diouzh temoù kristen.
-
Ti-porzh Manati Lorsch.
-
Ar Chapel Palatin en Aachen, savet etre 792 ha 805.