Askell
(Adkaset eus Askellek)
Eskell, pe divaskell, eo izili al loened-nij, evned pe amprevaned, hag a dalv dezho da nijal peurvuiañ.
Dre helebiezh e reer ivez askell eus traoù hañval ouzh eskell an evned. Komz a reer
- eus eskell ar c'hirri-nij da skouer
- eus eskell pesked zo
- eus askell un den, e-lec'h brec'h un den.
Evned
kemmañNijal a ra an darn vrasañ eus an evned. Darn avat n'hallont ket ober.
Pluñv a zo war an divaskell evel war gorf an evned. Dispakañ ha hejañ o divaskell a ra an evned pa reont al lez d'ar parezed.
Miled all
kemmañN'eus nemet al logod-dall (pe eskell-groc'hen) a gement hag o deus divaskell ha n'int ket evned: bronneged int. Ar gwiñvered-nij n'o deus ket divaskell: ur patagium an hini eo, a c'hallont plavañ gantañ, met sevel en aer n'hallont ket.
Stlejviled ivez o deus bet eskell, ar pterosaored, met pell zo n'eus ket anezho ken.