Eskern gennheñvel
(Adkaset eus Askorn gennheñvel)
An eskern gennheñvel zo tri askorn eus ar chouk-troad, etre ar bulzuneg hag eskern ar c'hreiztroad.
Koublet eo :
- askorn gennheñvel kentañ : ouzh ar bulzuneg, an eil askorn gennheñvel, kentañ hag eil askorn ar c'hreiztroad,
- eil askorn gennheñvel : ouzh ar bulzuneg, kentañ ha trede askorn gennheñvel, eil askorn ar c'hreiztroad,
- trede askorn gennheñvel : ouzh ar bulzuneg, an diñseg, an eil askorn gennheñvel, trede askorn ar c'hreiztroad.