Assemblé (barrez)
E barrez klasel e implijer an termen assemblé, anvet a-wezhoù ivez pas assemblé evit deskrivañ un fiñvadenn, kaset da-benn ur battement glissé/degagé gant an troad kentañ. Neuze e lamm an dañser(ez) keit ha ma sav an eil troad dindan egile. En em gavout a ra stok-ha-stok an treid en aer ha stekiñ a reont o-daou war al leur war un dro da c'houde pa deu an dañser(ez) d'an traoñ adarre en trede emstumm pe er pempvet emstumm.