Astureg

yezh
(Adkaset eus Asturianeg)

Ur yezh romanek eus is-skourr ar yezhoù asturek-leonek eo an astureg[1], pe asturianeg[2] (asturianu[3] er yezh-se end-eeun). Komzet e vez e Priñselezh Asturiez, pe Bro-Astur[4], hag en hanternoz León, e kornôg Kantabria hag e Miranda de Douro e Portugal ma'z eo anvet mirandes e yezh ar vro.
Anvet eo bable ("trefoedaj", "brizhyezh") en Asturiez, ma n'eo ket ofisiel.
Peurvuiañ ec'h anavezer teir rannyezh pennañ : hini ar c'hornôg, an hini dostañ d'ar galizeg ; hini ar reter, tostoc'h d'ar spagnoleg ; hini kreiz ar vro, he deus servijet da ziazez evit ar yezh skouer. Un 300 000 a dud a gomz astureg hiziv an deiz, ha war-dro 5000 a ra gant ar rannyezh virandek.

Asturianeg
Asturianu
Rannved  Unaniezh Europa
Riezoù Banniel Spagn Spagn
Portugal Portugal
Yezherien 300 000 - 600 000
Renkadur < 100
Familh Indezeuropek
Statud ofisiel
Ofisiel Miranda de Douro
Portugal Portugal
Akademiezh Academia de la Llingua Asturiana
Kodoù ISO ha SIL
ISO 639-1 ast
ISO 639-2 ast (asturianeg eeun)
mwl (mirandeg)
Kod SIL AST

Notennoù Aozañ

  1. Gwenael Emelyanoff, er gelaouenn Al Liamm, 1997, niverenn 304, p. 424.
  2. Termbret, Yezhoù – Langues – Languages, Ofis ar brezhoneg, 2005.
    Fabien Lécuyer er gazetenn Ya! : Arabat komz asturianeg ouzh ar chas ! (19/09/2016) hag Ur barzhoneg en asturianeg a ro gwall skouer en Asturias (08/11/2015).
  3. (ast) (es) Xuan Xosé Sánchez Vicente, Diccionariu Asturianu-Castellanu/Castellanu-Asturianu, Trabe, Uviéu, 1996 (ISBN 978-8-4805-3056-9).
  4. Asturiez/Bro-Astur e Geriadur brezhoneg An Here (2001), p. 1435.