Atlas ranyezhoù ar brezhoneg : sintaks

An Atlas Rannyezhoù ar BREzhoneg: Sintaks, berraet ar gwreskanv ARBRES a zo ur raktres etreskolveuriat ha digor d'an holl diwar-benn kevreadur ar brezhoneg dispaket ha konduet war ul lec'hienn heñvelanv. Krouet e voe e 2007 hag abaoe 2009 dindan atebegezh Mélanie Jouitteau a felle dezhi ober un taol-arnod e framm ar skiant digor.

Gwellaat ar pennad-mañ a vo ret a-raok ma vo gallet lavarout ez eo ur pennad a live holloueziadurel, ken e-keñver danvez, ken e-keñver brezhoneg.
Ma fell deoc'h reiñ hoc'h ali, resisaat petra zo da wellaat, grit e pajenn ar gaozeadenn.

  • Pa vo bet graet ar gwellaennoù e vo ret dilemel ar patrom-mañ.

Endalc'h al lec'hienn

kemmañ

Holladurioù

kemmañ

Savet eo al lec'hienn gant ar meziant embann Wikimedia ken eo posubl da neb a gar degas kemmoù da bajenn pe bajenn. Koulskoude e vez kontrollet pizh ar pajennoù yezhadur gant Mélanie Jouitteau. Pourveziñ a ra ur yezhadur bras eus ar brezhoneg, 5000 pennad ennañ hag un hollad loazioù evit kas enklaskoù war gevreadurezh furmel ar brezhoneg.

Yezhadur

kemmañ

Termenet eo pal ar yezhadur enlinenn dastum un dafar diwar-benn argemm yezhadurezh ar parlantoù brezhonek ha diouzh-se pourveziñ ur yezhadur enlinenn, digoust, sklaer, gouiziek ha gant daveennoù d'ar studioù yezhadur kent, pe deskrivañ pe furmel. Enkorfet eo elfennoù morfologiezh hag ar c'heriaoueg ma tegasont sklerijenn

Yezhourien berzhiad

kemmañ
  • Mélanie Jouitteau, CNRS, UMR 5478, Arnodva IKER

Lec'hienn ar raktres

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ