Aucassin et Nicolette
Aucassin et Nicolette zo ur gontadenn c'hallek, pikardek kentoc'h, eus an XIIIvet kantved, hanter e komz-plaen, hanter e gwerzennoù, ur chantefable a vez graet eus se e galleg.
An istor
kemmañDaou grennard en em gar : Aucassin, mab da gont Beaucaire, ha Nicolette, bet skrapet pa oa bihan gant ar Sarazined, ha gwelet evel ur sklavez, goude ma'z eo merc'h da roue Kartada.
Goude meur a wallabadenn ha tremen dreist d'ar spern e teuont a benn da zimeziñ.
Levezon
kemmañE 1780 e voe savet ur c'hoarigan e pevar arvest gant Michel-Jean Sedaine, ha André Grétry a aozas an tonioù, o treveziñ tonioù krennamzerel, ha ne reas ket berzh da neuze. Nav bloaz goude e voe adc'hoariet koulskoude.