Auguste Vermorel (1841-1871) ezel ar Gomun

kemmañ

Auguste Vermorel a zo bet ganet e Denicé e departamant ar Rhône e 1841. Kazetenner eo bet, krouiñ a ra La Jeune France e 1831. Dont a ra da vezañ pennkazetenner Le Courrier Français, kenlabourat a ra ivez evit ar gazetenn La Réforme. E gazetennoù a oa holl troet war-zu ar sokialouriezh. Bewech ma krouas ur gazetenn e voe difennet anezhi, hag harzet ha toullbac'het Vermorel. Dre ma ne zeuas ket a-benn ar renad da ziskar anezhañ dre an doare-se, e voe implijet al lañchenn. Lavaret a rejont e oa eñ spier an Impalaeriezh. Skrivagner, embann a reas Les hommes de 1848 e 1868, Les hommes de 1851 e 1869 ha Le Parti socialiste e 1870, tri levr a-bouez d'ar poent-se. En toull e oa pa voe disklêriet ar Republik ha dieubet e voe un nebeut amzer goude. Kemer a ra perzh e emsavadeg an 31 a viz Here ha toullbac'het adarre. Ur wech dieubet, digalonekaet, divizout a ra kuitaat Pariz. D'an 18 a viz Meurzh e tistro da Bariz; d'ar 26 eo dilennet kannad ar Gomun en XVIIIvet karter. Embann a ra e-doug ur miz L'ordre ha L'Ami du Peuple : ne vo embannet nemet peder skouerenn anezhe. Kemer a raio perzh er Bodad Oberiant hag e Kuzul ar Surentez. Lissagaray a lavaras dioutañ : « Il se livra à corps perdu. Plus actif et laborieux qu'aucun; il ne sortait du Conseil que pour aller aux avant-postes. » A-enep ar muiañ-niver e voe, a-enep he zuioù jakobinour, he frazennoù divlaz. Evel-just e sinas manifesto ar bihan-niver. E-pad ar Sizhunvezh Gwadek ez eas war ar bardelloù da sikour ar stourmerien. D'ar 25 a viz Mae, goude merenn, war bardell ar C'hastell-Dour e voe gloazet-mat, d'an ampoent ma varvas Delescluze. Harzet antronoz e voe kaset da Versailhez e-lec'h ma varvas tamm-ha-tamm dre ziouer a bareañ.