Aurélia Aurita
Aurélia Aurita, (anv gwir Hakchenda Khun, berraet alies e Chenda Khun) a zo bet ganet d’an 10 a viz Ebrel 1980 e Châtenay-Malabry. Un dresourez ha senarioerez bannoù-treset a orin sinat ha khmer eo. Hec'h anv arzourez a zo tennet eus anv ur seurt morgaoul, Aurelia aurita.
He buhez
kemmañAn tresañ he deus studiet e skol Arc-en-Ciel (Antony) ha lakaet he deus embann istorioù berr er gelaouenn Fluide Glacial, hag e PLG. Kemeret he deus perzh ivez e raktresoù enno meur a dreser, evel Stereoscomic pe FLBLB. War un dro e studias an apotikerezh. E 2001 e c’hounezas priz ar senario gwellañ e kenstrivadeg Alph'Art bannoù-treset skol e gouel bannoù-treset Angoulême. Gant hec’h albom kentañ, Angora e ditl, e voe merzet gant ar vurutellerien. E 2004 e kemeras perzh en ur raktres hollek diwar-benn Japan. Er vro-se e vez o chom hiziv an deiz. Hec’h eil albom, anvet Fraise et Chocolat, a voe embannet e 2006. Ennañ e kont he buhez reizhel gant he c’haredig, anvet Frédéric Boilet. Evit tud zo ez eo un albom a-feson, evit re all avat e seblant gwall c’houllo. An eil lodenn, Fraise et Chocolat 2 he zitl, a zo deuet er-maez e 2007. Da c'houde e kont traoù startoc'h gant Je ne verrai pas Okinawa, hag e komz eus an doare m'eo bet degemeret Fraise et Chocolat e-barzh Buzz-moi. E 2011, e sav ul levr kentoc'h evit ar vugale anvet Vivi des Vosges.
E miz Genver 2014 eo bet lakaet e gwerzh LAP ! un roman d'apprentissage, lodenn gentañ un dastumad tri levr tro-dro da Lise emveret Pariz.
Hervez tud zo ez eo heñvel he labour ouzh hini Anaïs Nin.
Albomoù
kemmañ- Angora, Stereoscomic, adembannet gant Le 9e Monde, 2003
- Fraise et Chocolat, Les Impressions nouvelles, 2006. Rakskrid gant Joann Sfar
- Fraise et Chocolat 2, Les Impressions nouvelles, 2007
- Je ne verrai pas Okinawa, Les Impressions Nouvelles, 2008
- Buzz-moi, Les Impressions Nouvelles, 2009
- Vivi des Vosges, gant Frédéric Boilet, Les Impressions Nouvelles, 2011
- LAP ! un roman d'apprentissage, Les Impressions Nouvelles, 2014.
Kazetennoù ha labourioù a-stroll
kemmañ- La démission, Fourmi Sismographique, Tanibis, 2001
- L'après-midi chez Élise, Stereoscomic spécial SPX, 2001
- An afternoon at Elise's, Stereoscomic special SPX ( e saozneg) 2001
- Paris-Saïgon, FLBLB niv 13, 2001
- Janine de huit à huit, Fluide Glacial niv 303, 2001
- Ma grand-mère était actrice, Fluide Glacial niv 313, 2002
- Lune de miel”, Fluide Glacial niv 318, 2002
- Mon autobiographie (par Chris M. et Madeline M.), Rhinocéros Contre Éléphant, niv 3, Tanibis, 2002
- Le miracle de l'érection, Stereoscomic niv 4, 2002
- La sirène qui ne savait pas nager, PLG n°37, 2003
- De zeemeermin die niet kon zwemmen, Zone 5300 niv 10-4, 2003
- Lellebel in de ruimte, Zone 5300 niv 11-2, 2004
- Je peux mourir, maintenant !, in Japan (albom a-stroll), Casterman, 2005
- Mes voisins, in Terriens (albom a-stroll), Mécanique Générale / Les 400 coups, 2006
- Shotaiken, Spore niv 4, 2006