Australian Army

skourr douar nerzhioù lu aostralia

Tirlu Aostralia (saozneg: Australian Army) eo nerzh douar diazez Aostralia. Ur skourr eo eus Nerzhioù Difenn Aostralia (saozneg: Australian Defence Force pe ADF, gant Morlu Roueel Aostralia ha Nijlu Roueel Aostralia. Penn al lu eo ar Chief of Army (CA), hag a zo suj da Benn an Nerzhioù Difenn hag a zo penn Nerzhioù Difenn Aostralia. Penn al lu a zo suj en un doare eeun da Vinistr an difenn, gant Ministrerezh an Difenn hag a zo karget eus melestriñ ha dafariñ an Tirlu hag an Nerzhioù difenn all eus ar vro.

Tirlu Aostralia
Lu, field army
Rann eusAustralian Defence Force Kemmañ
Deiziad krouiñ1 Meu 1901 Kemmañ
LealdedAostralia Kemmañ
Lec'h labourAostralia Kemmañ
Skour lulu Kemmañ
StadAostralia Kemmañ
Aozadur mammAustralian Defence Force Kemmañ
IsaozadurSpecial Operations Command, Forces Command, 1st Australian Division Kemmañ
Perc'henn warHampstead Barracks, Keswick Barracks Kemmañ
Erlec'hiañ a raSouth Australian Military Force Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.army.gov.au/ Kemmañ
Oberennoù zo en dastumadMuseum Bronbeek Kemmañ

Savet e voe e 1901, evel Nerzh Milourel ar C'hommonwealth, azalek an nerzhioù trevadennel aostralian eus Kevread Aostralia. Soudarded Aostralia zo bet o kemer perzh e brezeliadennoù bihan pe brezelioù brasoc'h a-hed istor Aostralia. Met betek-henn n'eus nemet e-kerzh an Eil Brezel-bed e oa bet taget tiriad Aostralia en un doare eeun.