Frouezh ar gwez-orañjez (pe aouravalenned, Citrus sinensis o anv skiantel) eo an avaloù-orañjez[1],[2],[3], pe orañjez[2],[3], pe aouravaloù[3], boulheñvel o stumm, melen-ruz o liv, splus en o bouedenn chugonus-tre.

Orañjez

Dont a reont diwar Citrus sinensis ha Citrus aurantium ha seurtoù all , eus ar c'herentiad Rutaceae.

Brudet eo ar frouezh abalamour d'ar vitamin C zo enno.

Hervez ar FAO (2014), e oa bet dastumet 71 milion a donelladoù orañjez, ur c'hard anezho e Brazil, ar peurrest e Sina, India, Mec'hiko, SUA, Spagn, Egipt, Indonezia, Turkia ha broioù all.

Orañjez pe melen-ruz a lavarer pa gomzer eus liv an aouraval.

Gwelet ivez

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. Geriadur Gregor, 1732, p; 677
  2. 2,0 ha2,1 Geriadur H. du Rusquec, 1886, p. 334
  3. 3,0 3,1 ha3,2 Geriadur Vallée, 1931, p. 515.