Avel reter
Avel reter a zo un oberenn gant Briac, bet lakaet e brezhoneg gant Jeremi Kostiou hag embannet gant Nadoz-Vor Embannadurioù e 2015 (ISBN 979-10-93241-07-04). Kontañ a beaj berr un den betek Brest a ro tro dezhañ da gounañ un darvoud bet bevet gantañ pa oa krennard e 1935. Ouzhpenn ar bannoù-treset e kaver el levr ur studiadenn bet savet gant Jeremi Kostiou ha Fabian Losteg a-zivout afer Lydia Oswald hag unan verroc'h gant Jeremi Kostiou diwar-benn "Ar marc'h-du e Brest".