Avelioù lec'h

Wikimedia roll

Autan GwennAozañ

Avel gevred, sec'h ha tomm, o c'hwezhañ e Lengadòc uhel.

Autan DuAozañ

Ar memes avel eo, met berr, a-wezhioù gant glav.

BoraAozañ

Avel yen er mor Adria pe er mor Du.

BrevaAozañ

Avel o c'hwezhañ e-pad an deiz, e bro lenn-dour Côme.

KhamsinAozañ

Anv Simoun e Bro-Ejipt.

HarmattanAozañ

Avel viz, sec'h-tre, o c'hwezhañ e-pad ar goañv hag e-pad an nevezamzer en Afrika ar C'hornaoueg.

HegoaAozañ

Avel su, tomm ha sec'h, met war-lerc'h e vez glav, en Euskal Herria.

LevêcheAozañ

Avel su ha sec'h, mougus, er su Bro-Spagn hag e Bro-Oran.

LibeccioAozañ

Avel kornôg pe mervent, rust en holl vareoù-bloaz, e Korsika hag en Italia.

Mistral (avel vestr)Aozañ

Avel norzh, o c'hwezhañ e traoñienn ar Rhône hag er Provañs.

Marin (avel-vor)Aozañ

Avel su tomm ha gleb hag a c'hwezh eus ar Mor Kreizdouarel betek Bro Brovañs ha Lengadòc.

NortherAozañ

Avel yen en Amerika an Norzh, tomm e Bro-Aostralia.

PamperoAozañ

Avel gornôg en Arc'hantina (eus miz Gouhere betek miz Gwengolo).

SimounAozañ

Avel sec'h ha tomm en Afrika an Norzh. Toulloù valigant.

SiroccoAozañ

Avel su, sec'h ha tomm, e-pad an hañv, en Afrika an Norzh; gleborek ha tomm, e-pad an hañv, en Italia ar su.

Tramontane (svel sterenn)Aozañ

Avel gwalarn ha norzh e Lengadòc hag e Rossillò.

VaudaireAozañ

Avel gevred e Suis.

ZondaAozañ

Avel domm en Arc'hantina.