Axular
Pedro Agerre (1556-1664), pe Pedro Agerre Azpilkueta, lesanvet Axular[1], skrivagner euskarek, ganet en Urdazubi e Rouantelezh Navarra.
E vuhez
kemmañStudiañ a reas an doueoniezh e Pamplona, prederouriezh e Lleida ha Salamanca. En 1596 e voe beleget e Tarba ha pevar bloaz e prezegas e Donibane Lohizune, hag anvet goude person Sara (Lapurdi) gant an eskob Bertrand Etxauz. Ur beleg eus Donibane Lohizune, Joanes Harostegi, a ziskulias e oa Axular estren d'ar vro ha n'en devoa ket gwir da vout person eno, Axular a eilgerias e oa navarrat, ha dre se e oa sujed d'ar roue Bro-C'hall, Herri IV, ma c'houlennas dont da vout gall. Ne voe ket ezhomm gortoz pell respont ar roue : ne oa ket ezhomm dezhañ bout gall, rak sujidi dezhañ e oa tud Navarra. Neuze e voe embannet un akta gant breujoù Bourdel a lavare derc'hel Axular en e garg, ma chomas betek e varv e 1644.
Oberenn
kemmañE bennoberenn, Gero (Diwezhatoc'h), a voe embannet e 1643.