Azathoth
Azathoth a zo ur c’hrouadur ijinet a gaver e skridoù savet gant Howard Phillips Lovecraft. Meneget eo en danevell The Call of Cthulhu (Galv Cthulhu) (1926). Un Doue Diavaez eo Azathoth.
Sultan an diaouled eo Azathoth, mestr an doueed all eo ivez, hag ez eus anezhañ abaoe penn-kentañ an amzer. E-kreiz an egor emañ o chom, e diavaez ar spas boutin. Eno, e gorf distummet a bleg dizehan da-heul ton unton ur fleüt. Asambles gantañ e tañs an doueed a zo tro-dro dezhañ. Taolennet eo ivez evel ur c’hrouadur dall ha sot, ur seurt rouestlad nukleel spontus. Pa fell dezhañ kaout un dra bennak, e vez roet dezhañ kerkent gant Nyarlathotep.