Azzo
Azzo zo un anv-badez italianek.
Gerdarzh
kemmañDont a rafe eus un anv germanek. Marteze diwar athala, nobañs, pe atta, tad. Er stummoù Azio hag Azia avat e weler kentoc'h an anvioù latin Atius hag Attius, hag Atia. Azzolino a deufe eus an anv Ezzelino.
Eilstummoù
kemmañ- Paotred : Azio, Azzolino, Atto, Azzio, Azolino.
- Plac'hed: Azia, Azzolina.
Tud
kemmañ- Ur sant Azzo a zo, bet merzher gant Alesant ha Leons e Panfilia.
- Azzo da Correggio, condottiero
- Azzo d'Este, anv dek priñs eus an tiegezh Este
Hag ivez:
- Azzone Visconti (1302 – 1339), aotrou Milano adal 1329 betek e varv.
Lid
kemmañD'an 1 a viz Eost emañ gouel ar sant.