B'Sheva (בשבע en hebraeg, da lavaret eo "Da seizh eur") a zo ur gazetenn sizhuniek hebraek digoust embannet en Israel. An niverenn gentañ a voe embannet gant Arutz Sheva d'an 19 a viz Gouere 2002. Roet e vez B'sheva d'an dud da Yaou e lec'hioù ma'z eo stank an dud relijius. Lennet e vez gant 130 000 familh ha renket eo evel ar gazetenn lennet ar muiañ e takadoù relijius Israel[1].

E disoc'hoù un enklask ma keñverier dibenn 2009 ha hini 2008 e voe merzet e oa B'Sheva er pevare renk war marc'had ar c'hazetennoù sizhuniek[2].

Notennoù

kemmañ
  1. INN "At Israel's Right"
  2. http://www.inn.co.il/News/News.aspx/199823%7C העיתון 'בשבע' עם עלייה של 5% Uzi Baruch, 27 a viz Genver 2010, Israel National News


Liamm diavaez

kemmañ