Babigoù ganet dizorn pe divrec'h

Babigoù Gwidel ganet dizorn pe divrec'h zo bet kaoz anezho adal Here 2018. Ouzhpenn babigoù Gwidel ez eus bet ganet re all e Breizh, en Mouzel, e Bro-Naoned, hag e reter Bro-C'hall. Ganedigezhioù bugale divrec'h pe dizorn a zo ral, 2 diwar 10 000 en Europa.

Er Stad C'hall ez eus ur greizenn enklask (registre des malformations pe Remera) er rannvro Rhône-Alpes, hag he deus kavet, en departamant nemetañ m'he deus klasket, 11 bugel dizorn entre 2009 ha 2014 , en un dachennad a 17 km² en Ain[1],[2].

E Breizh e oa bet kavet 4 bugel e Gwidel entre 2011 et 2013. Seizh abeg posubl a vefe d'ar gwallc'hanedigezhioù-se[3].

Istor kemmañ

  • D'ar Yaou 27 a viz Gwengolo 2018 e oa ur pennad e RTL diwar bugale dizorn e reter Bro-C'hall, en Ain: RTL
  • D'ar Yaou 27 a viz Gwengolo 2018 e oa bet ur pennad e France 3 Broioù al Liger diwar-benn 3 bugel dizorn e Mouzel, e reter Breizh[4].
  • D'an 2 a viz Here 2018, e Le Télégramme, e voe kaoz eus pevar bugel dizorn e Gwidel[5].
  • D'an 31 a viz Here 2018, ur pennad e Presse-Océan[6]

Bodadeg kemmañ

D'ar Meurzh 7 a viz Du e oa bet bodadeg tiegezhioù e Gwidel. Ha pennadoù da-heul er c'hazetennoù gallek[7] Darn eus an dud a glemme peogwir ne oant ket bet na kontet nag aterset gant servijoù ar yec'hed[8],[9]. ha kavet e voe ur bugel all e Kalann.
Da zidamall al labourerien-douar, a rebecher dezho implij louzoù da lazhañ amprevaded, e veneg lod e c'hallfe kreizenn nukleel Bugey bezañ kaoz d'an anomalienn gorfel en Ain[10].

  • E Kerzu 2018 e krogas an enklask ofisiel da deurel pled ouzh ur plac'hig eus Kalan[11].

2019 kemmañ

  • Genver : 3 bugel all e Provañs :[12],[13].

Hervez Herve Gillet e vefe c'hoarvezet kement-se dindan efed meur a zourenn gimiek[14],[15]

Petra zo kaoz kemmañ

N'eus ket kalz enklaskoù gwirion diwar-benn abegoù ar gwallc'hanedigezhioù-se. Unan avat a oa bet en 2007 gant Dorothy Kim Waller he deus studiet 10 249 maouez o doa gwilioudet entre 1997 et 2002 e SUA. C'hwec'h abeg a zo bet kavet :

  • viruz ur c'hleñved ;
  • un alergiezh ouzh ul louzoù ;
  • an evañ alkol ;
  • un diabet ;
  • kleñved an naskoù amniotek (ral) ;
  • un anomalienn c'henetek (ral).

Liammoù diavaez kemmañ

2018
2019

Notennoù kemmañ