Bacco e Arianna
Bacco e Arianna (Bacchus hag Ariadne) |
Tizian, 1520-1523 |
Eoullivadur war vezher |
175 × 190 cm |
National Gallery, e Londrez |
Bacco e Arianna (titl italianek; pe Bacchus hag Ariadna e brezhoneg) zo un eoullivadur brasik (175 x 190 cm) graet etre 1520 ha 1523 gant al livour italian Tizian.
Emañ en National Gallery e Londrez. Sinet eo TICIANUS F. (Ticianus fecit, "Tizian a reas") en traoñ a-gleiz.
Istor an daolenn
kemmañGoulennet e oa bet ouzh Tizian livañ an oberenn-se gant Alfonso Iañ d'Este, dug Ferrara evit e g-Camerino d'Alabastro, ur gambr prevez en e balez, kinklet gant oberennoù arzel awenet gant mojennoù kozh Hellaz pe Roma, hag e-lec'h ma ne oa ket kalz a gristeniezh.
Paeet e oa bet Raffaello evit ober al labour da gentañ, a oa da vezañ Trec'h Bacchus. Pa varvas al livour e 1520 avat ne oa bet graet nemet ur raktresadenn gantañ, ha goulennet e voe digant Tizian kemer e lec'h.
Mojenn
kemmañAriadna a oa merc'h d'ar roue Minos eus Kreta. Dilezet e oa bet en enez Naxos gant he dousig Theseüs, a welomp e lestr o vonet kui. War an aod e kav Dionysos, pe Bacchus e latin, doue ar gwin, a lamm daveti eus e garr, sachet gant kizhier-kon, ha gantañ e lidambroug.
Krediñ a reer e oa loened heñvel e ti an dug, pa'z eo leoparded e oant e skrid ar barzh latin Catullus.
Bacchus a welomp e-kreiz e lamm da wareziñ Ariadna diouzh e loened. En oabl a-us da Ariadna ez eus ur gurunennad stered: ar steredeg Corona Borealis an hini eo, prometet gant Bacchus d'e serc'h nevez.
Levrlennadur
kemmañ- Tietze H., Titian. Leben und Werk, Vienna, 1936
- Wind E., Bellini's Feast of the Gods. A Study in Venetian Humanism, Cambridge, 1948
- Walker J., Bellini and Titian at Ferrara, Londra, 1956
- Erwin Panofsky, Problems in Titians, Londra, 1969
- Hope C., The 'Camerini d'Alabastro' of Alfonso d'Este I in The Burlington Magazine, 820, 1971
- Fehl P. The Worship of Bacchus and Venus in Bellini's and Titian's Bacchanals for Alfonso d'Este. in Studies in the History of Art, 6, 1974
- Murutes H., Personifications of Laughter and Drunken Sleep in Titians Andrians in The Burlington magazine, 115
- Lowinsky E. E., Music in Titian's Bacchanal of the Andrians: Origin and History of the Canon per Tonos in Titian, His World and His Legacy, New York, 1982
- Emiliani A., La leggenda del collezionismo, in Ferrara, voci di una città, n. 3, 1995
- Bomford D., Conservation of Paintings, National Gallery Company, Londra, 1997
- Gentili A., Tiziano, Milano, 1998
- Pedrocco F., Tiziano, Milano, 2000
- Gibellini C., Tiziano, Milano, 2003
- Mannini L., Prado, Madrid in I grandi musei del mondo, Roma, 2004