Bae Hạ Long
Bae Hạ Long, pe bae Ha Long (Vịnh Hạ Long e vietnameg), zo ur bae e goueled Pleg-mor Tonkin e hanternoz Vietnam, 170 km diouzh Hanoi. En em astenn a ra war ur gorread 1 500 km² hag a-hed 120 km a aodoù. Ennañ ez eus 1 969 enezennig razek goloet gant struzh hag enskrivet eo war roll lec'hiennoù kaerañ Glad ar bed, gant UNESCO abaoe 1994. Dont a ra touristed a-leizh da welet ar bae.
E kalz enezeier ez eus mougevioù. En div enezenn vrasañ a zo er bae, Tuần Châu ha Cát Bà, ez eus tud o chom ha degemeret e vez touristed enno. Gant studiadennoù istorourien ez eus bet diskouezet eo annezet ar c'hornad, meur a zek mil bloaz zo. Pesketaerien zo, a vev war o bigi a-wechoù hag a dap kalz spesadoù pesked ha kregin a bep seurt. War lod eus an enezennoù ez eus evned ha loened all o vevañ.
Lakaet e voe ar bae war roll lec'hiennoù Glad ar bed gant UNESCO e 1994[1] hag astennet e voe an dra-se e 2000.
Notennoù
kemmañ- ↑ Halong Bay - UNESCO World Heritage Site (en) (fr)