Bagad Kemper
Krouet eo bet Bagad Kemper e 1949 gant Ronan Cadiou, Jos Le Corre ha Pierre Kerbourc’h dindan anv "Kevrenn C’hlazig". Kenlabouret en deus gant sonerien vrudet evel Dan Ar Braz, Carlos Nuñez, Johnny Clegg pe Susana Seivane.
Krouet eo bet Bagad Kemper e Breizh er bloavezhioù 50, heritour ur sonerezh hengounel pinvidik diwar kornioù-bro Breizh eo. 40 soner a zo e Bagad Kemper, ennañ 4 seurt binvioù da seniñ : ar binioù-bras, ar vombard, an taboulinoù hag an toserezh. Kemer a ra perzh e birvidigezh hag emdroadur ar sevenadur Breizhat. Toniaoueg Bagad Kemper a zo kompozet gant tonioù hengounel Breizhat alies-mat kempennet, met ivez gant sonaozadurioù nevez o doujañ ouzh perzhioù-pennañ ar sonerezh Breizhat. Sonaozadurioù nevez o doujañ ouzh perzhioù-pennañ ar sonerezh Breizhat, tonioù hengounel kempennet, seniñ tonioù a vroioù-estren gant un identelezh-kreñv, sed aze an toniaoueg kinniget gant Bagad Kemper, oc'h ober anezhañ unan eus kannadour-pennañ ar sonerezh Breizhat oc'h emdreiñ, an dra-se er bed a-bezh.
20 gwech eo bet Kampion Breizh ar bagadoù abaoe 1968, ar pezh a ra anezhañ ar bagad muiañ-titlet.
Istor
kemmañKrouet e 1949, ar Bagad Kemper a zo ur gevredigezh lezenn 1901. E 2010 e oa 156 ezel, eno 133 soner a oadoù disheñvel ganto. Er bloavezhioù 90 en deus kenlabouret Bagad Kemper gant un toullad arzourien vrudet, en o souezh Johnny Clegg evit Gouel an Erer Kozh e 1995, hag etre 1993 ha 1999 gant Dan ar Braz, evit an abadenn holl-vrudet bremañ, "Hêrezh ar Gelted" hag a roio abeg da enrollañ 5 pladenn, eno 3 "lives".
E keit-all, evit e 50vet deiz-ha-bloaz e 2000, e kinnige Bagad Kemper an abadenn "Azeliz Iza", ur grouidigezh savet tro-dro d'un ton hengounel Breizhat : Gwerz Eliz Iza. Setu e vo pedet gant ar Bagad sonerien trompilh, sonerien gitar hag ur ganerez e anv Marthe Vassalo.
Kenderc'hel a ra ar Bagad da genlabourat gant arzourien vrudet er bloavezhioù 2000, evel Hevia, Carlos Nuñez ha Susana Seivane. Homañ a gemero perzh evit an abadenn nevez savet gant ar Bagad : "Sud – Ar Su" (2003). Gant an abadenn-mañ e krog ar c'hoant gant ar Bagad d'en em zigeriñ war ar bed, da livañ tonioù hengounel Breizh gant levezonioù deuet deus Broioù ar Su, un identelezh kreñv ganto (Brazil, Kuba, Galiza, Kastilha...) pe deus ar Jazz, ha da bediñ sonerien anavezet war tachennoù-all da zont da seniñ sonerezh Breizh. Setu e vez mesket d'ar bombardoù, d'ar binioù-bras ha d'an taboulinoù binvioù-all evel an akordeoñs, ar gitar, ar gitar-boud, an drompilh, ar saksell o reiñ d'an abadenn-mañ u liv Latin dreistordinal. Kinniget e voe an abadenn-mañ 10 gwech, war leurenn Landaoudeg er Festival Penn ar Bed 2007 pe er Royal Concert Hall e Glasgow e 2006 da skouer.
E-kerzh ar Festival Celtic Connections e Glasgow e miz Genver 2005, en deus kejet Bagad Kemper gant Fred Morrison, unan eus barrekañ soner binioù-bras ar bed. Roet en deus ar gejadenn-se c'hoant dezho da grouiñ un abadenn gouestlet d'ar sonerezh Breizhat ha Skosat war un dro : setu ganet an abadenn "Deus Bro-Skos da Gerne". E-kerzh Gouelioù-meur Kerne e Kemper e voe kinniget an abadenn, o vodañ ouzhpenn 80 soner, Skosiz ha Breizhiz : setu ouzhpenn sonerien ar Bagad Kemper, e voe pedet Breizhiz-all, evel Bernez an Dreo o seniñ saksell, an daou Erwan Volant diouzh ar gitar ha deus tu ar Skosiz, ar Pipe-band Clan Gregor (o seniñ er c'hentañ rummad e Bro-Skos), Fred Morrison evel-just hag e sonerien (gourvioloñs, gitar, klavier) ha Julie Fowlis, a orin eus Inizi-Gall, ur ganerez ha soner a oa bet anvet "kanerez C'houezelek ar bloavezh 2005" e-kerzh an abadenn skinwel Scots Trad Music Awards.
E 2013 aet eo ar maout evit an 21 vet gwech[1]
Arvestoù
kemmañ1949-2009 : 60 vloaz Hep Diskrog
kemmañLidet eo bet e-kerzh ar bloavezh 2009, 60vet deiz-ha-bloaz ar Bagad. Ur bloavezh pinvidik kenañ ! Oc'h heuliañ "leit motiv" Herve ar Meur (is-diazezour ar Bagad Kemper ha Bodadeg ar Sonerion) Hep Diskrog, en deus ar Bagad Kemper kendalc'het da eskemm ha da dreuzkas d'ar muiañ-niver e garantez evit ar sonerezh hag ar sevenadur Breizhat.
5 darvoud a zo bet e-kerzh ar bloavezh pinvidik-mañ :
- d'ar 14 a viz Even 2009 e voe aozet ur pezh mell pred e Kerriou C'hoad, o vodañ ar sonerien yaouank hag ar re gozh, un digarez da eskemm etre ar rummadoù.
- d'an 22 a viz Gouere 2009, evit Gouelioù-Meur Kerne e Kemper e voe kinniget evit ar wech kentañ hag an hini ziwezhañ an abadenn Best Of, un arvest o taolenniñ evit un nozvezh istor ar Bagad etre ar bloavezhioù 1995 ha 2009
- d'an 9 ha 10 a viz Here 2009 e C'hoariva Kerne e Kemper, e voe kinniget abadenn nevez ar Bagad : Breizh Balkanik ; un digoridigezh war sonerezh Europa ar Reter
- d'ar 7 a viz Du 2009 e sal ar Pavilhon e Kemper : 60vet Deiz-ha-bloaz ar Bagad, ur c'habared/fest-noz o vodañ ouzhpenn 1.500 den.
- d'an 50 a viz Kerzu 2009 e sal an Tog Ruz e Kemper : e voe aozet fest-deiz hengounel ar Bagad, lec'h ma voe pedet sonerien ar Bagad gounezet ganto "ar Bluwenn Paun".
Breizh Balkanik
kemmañEvit lidañ e 60 vloaz, eo aet ar wech-mañ Bagad Kemper da glask awen en Europa ar Reter gant Breizh Balkanik, un abadenn o vodañ tonioù deus Breizh, met ivez deus Serbia, Makedonia ha Roumania. Gant sikour ar c'haner ha soner treujenn-gaol Erik Marchand, un ispisialour diwar-benn sonerezh Breizh hag Europa ar Reter just-a-walc'h ez eus bet graet ur meskaj dedennus ha plijus, ha gant doujañs atav.
Penn strollad
kemmañEzel eo Bagad Kemper eus Bodadeg ar Sonerion (BAS) o vodañ 89 bagad (ouzhpenn 5.000 soner). Ar BAS a zo ar skol-sonerezh-hengounel vrasañ e Breizh hag aozet e vez ganti bep bloaz ur genstrivadeg Vroadel ar Bagadoù, anezhi kevrennet e 5 rummad. Mont a ra ar Maout, da lavaret eo Kampion Breizh ar Bagadoù, gant trec'her ar c'hentañ rummad.
Sonerien
kemmañ- Penn-soner : Jean-Louis Hénaff
- Penn-binioù : Florent Bergeron
- Penn-taboulin : Tangi Jourdren
- Penn-toserezh : Jean-François Gueguen
Stummadur
kemmañMa 'z eo ken brudet Bagad Kemper, ez eo dreist-holl a-drugarez da sonerien ar c'hentañ rummad. Met ne vefe ket eus ar vrud-mañ m'en dije ket ur c'hoant evit mont war-raok bepred e-keñver kalite e sonerezh. An dra-se eo a zispleg mont-en-dro politikerezh tuta ar bahad hag e stummadur diabarzh. Araok seniñ gant ar Bagad bet 20 gwech Kampion Breizh, hent ur soner yaouank-flamm a zo bevennet : kregiñ a ra da zeskiñ e skol sonerezh ar Bagad, goude er Bagadig, war-lec'h er Bagad Glazik. Ma 'z eo mennet ha barrek hepken e sono ur wech bennaket gant ar Bagad Kemper.
Ar Stummadur war ar sonerezh
kemmañEr Greizenn Herve ar Meur e vez kentelioù :
- tost da 19 eurvezh kentelioù-sizhuniek d'ar Meurzh, Merc'her ha d'ar Sadorn, heuliet gant ouzhpenn 60 skoliad (44 anezho o vezañ dindan 18 vloaz), roet gant 3 kelenner o labourat evit Bodadeg ar Sonerion Penn-ar-Bed (BAS 29) :
- Jean-Louis Henaff evit ar vombard
- Xavier Chavry evit an taboulin stlak hag an toserezh
- Jean-Yves Magré evit ar binioù-bras
- 7 eurvezh ar sizhun a vez roet ouzhpenn gant 4 soner a youl-vat deus ar Bagad Kemper, d'ar Merc'her ha d'ar Sadorn.
- 6 eurvezh ar sizhun evit seniñ a-stroll (Bagad)
Evit ar c'henstrivadegoù e vo diouzh an ezhomm ouzhpennet pleustradegoù d'ar Sadorn pe/ha d'ar Sul er Greizenn Herve ar Meur pe E Kerriou C'hoad e Sant-Evarzeg. Ar bolitikerezh-stummañ a zo meret gant Jean-Yves Magré. Skol sonerezh ar Bagad : ar Bagad-skol Krouet ez eus bet gant Bagad Kemper ur skol evit stummañ ar re yaouank. Hiziv an deiz ez eus 21 skoliad gant un oad keitat a 14 bloaz. Roet e vez kentelioù hiniennel pe a strolladoù bihan, gant kelennerien a-vicher oc'h heuliañ un hentenn resis ha pedagogel. Ar c'hentelioù sizhuniek, a vez roet gant kelennerien o labourat evit Bodadeg ar Sonerion Penn-ar-Bed, ha skoazellet int ivez gant sonerien a-youl-vat eus ar Bagad. Evit aesaat ha dont a-benn da zeskiñ an teknikoù, e vez e penn-kentañ desket seniñ gant ur benveg-studi : an tin whistle (fleüt Iwerzhonat) evit ar vombard, ar practice evit ar binioù-bras, ar practice pad evit an taboulin sklat.
Bagadig Kemper : un tennad pouezus
kemmañGoude bezañ paseet 1 vloaz pe 2 er skol sonerezh, e vez enframmet ar sonerien er Bagadig. Eno, e vezont o tizoleiñ ar sonerezh a-stroll hag e gemeront perzh d'ar c'henstrivadegoù : kenstrivadegoù ar bagadoù, kenstrivadegoù bombard a-stroll, kenstrivadegoù unsoner binioù-bras pe taboulin... Un digarez e vo evito seniñ evit ar wech kentañ dirak arvesterien
Bez ez eus hiziv an deiz 33 soner er Bagadig, ar Penn-soner a zo Yannig Martin e anv. Kemer a ra perzh e kenstrivadeg ar bagadoù er 5vet rummad (e 2009 eo en em gavet 3de) aozet gant Bodadeg ar Sonerion Penn-ar-Bed (BAS 29) hag e gouelioù aozet e bro Kemper dreist-holl (Gouelioù-meur Kerne, Livioù ar re Yaouank, Yaouvezhioù an Eskopti, Kroaz Spern, Menez Meur...).
Bagad Glazik : e touesk ar re vras
kemmañPal kentañ ar Bagad Glazik a zo enframmañ ha stummañ ar sonerien yaouank flamm o tont eus ar Bagadig (5vet rummad), ha sikour ar sonerien da dizhout ul live uhel evit gellout ur wech bennak seniñ gant ar Bagad Kemper (1añ rummad), tout-se en ur ziorren ar sonerezh Breizhat e-kerzh sonadegoù, abadennoù, festoù-noz, kenstrivadegoù ha beajoù, dreist-holl e Breizh (Gouelioù Etrekeltiek An Oriant pe Gouelioù-meur Kerne e Kemper da skouer).
A-raok pignat en Trede rummad e 1998, e oa anvet Bagad Glazik Kemper "Bagadig KEMPER". Bez zo tro-dro da 25 pe 30 soner er strollad, gant un oad-keitat a 22 vloaz. Er genstrivadeg diwezhañ, aozet en Oriant e-kerzh ar Gouelioù Etrekeltiek 2009, eo erruet 3e war 15. Penn-soner ar Bagad Glazik a zo e anv Tangi Josset.
Diblasamantoù
kemmañKemeret en deus perzh Bagad Kemper en un toullad abadennoù Broadel hag Etrebroadel :
- Bro-Spagn : Gouelioù Etrekeltiek, Xacobeo 93, Festival Ortigueira 2005, 2007 ha 2008, Olot (2008), Orense (2007), Valladoïd (2008) ;
- Sina : e rannvro Shandong (mae 2005) ;
- Bro-Skos : Royal Concert Hall ha Festival Celtic Connection e Glasgow (1996, 1999, 2001, 2003, 2004, 2006, 2008) ;
- Bro-Saoz : Barbican Center (Londrez) ;
- Alamagn : Diskouezadeg Hollvedel Hannover (2000) ;
- Aostria : Diskouezadeg "Breizh XIV Kantved betek bremañ" ;
- Gabon : e Libreville evit Gouel ar Sevenadurioù (mae/even 1998) ;
- Portugal : Diskouezadeg Hollvedel Lisbonna (1998), Coimbra ;
- Luksembourg : Celtic Celebration (2007) ;
- Pariz : Breizh Parade war ar Champs Elizées (2007), (La Villette, ar Zénith, an Olympia, Palez ar C'hendalc'hioù, Bercy (gant Dan ar Braz hag Hêrezh ar Gelted)
- Bro-C'hall : Gouelioù-meur Kerne (Kemper), Gouelioù Etrekeltiek An Oriant, Festivel Tombées de la Nuit (Roazhon), Gouel An Erer Kozh (Karaez), Festival Penn ar Bed (Kraozon), Leurennoù Broadel (Kemper, Brest, An Oriant, Mulhouse, Châteauroux).
- Abadennoù skinwel : skignet war France 3 abadennoù Azeliz Iza ha Sud ar Su, Luar (TV Galiza), Les Victoires de la Musique Classique...
Pladennoù
kemmañ- Toniou war an Dachenn I (1976)
- Toniou war an Dachenn II (1979)
- Toniou war an Dachenn III (1984)
- Tonioù war an Dachenn IV (1989)
- The Best of (1992)
- Lip Ar Maout (1995)
- Hep Diskrog (1999)
- Azeliz Iza (2001)
- Sud Ar Su (2004)
- Collection 1995 - 2005 (2006)
- Best of Gwi@derien (2009)
- Live au Cornouaille (2010)
- Breizh Balkanik (2011)
- Fest-rock (2013) gant Red Cardell
- Gwenn ha Du (2014) gant Red Cardell
- KAS (2021)
Liammoù diavaez
kemmañ- ↑ UR SELL WAR « BAGAD KEMPER » : Kampion Breizh, ha goude, Ar Soner, 2013