Bagad Sonerien Bro Dreger
Bagad sonerien Bro-Dreger a zo ur bagad sonerien bombardoù, biniawoù ha taboulinoù. Arouez pe logo ar bagad zo un aerouant ruz o viniaouiñ dirak ur groaz du war ur foñs melen, par da vanniel Bro-Dreger. Krouet eo bet ar bagad e 1983 gant un dek soner eus ar vro. Er penn kentañ ne oa ket « Bagad sonerien Bro-Dreger » met « Bagad Sonerien Gozh Bro-Dreger ». E giz-se e oa betek 2003. Bremañ zo 24 vloaz eo bet krouet ar bagad.
Istor ar Bagad
kemmañKrouet eo bet e 1983 e Perroz gant un degad a sonerien gozh eus ar vro e-kostez Perroz-Gireg. Mont a ra ar bagad war-raok e-keñver an niver a sonerien koulz hag e-keñver ar c’halite. Goude-se ez a ar bagad e miz eost 1991 en trede rummad e Festival Etrekeltiek an Oriant. Evit kreñvaat ar bagad ha pignat c’hoazh, e tigoras ar Bagad teir skol sonerezh : unan e Perroz, unan all e Landreger hag an hini diwezhañ e Kawan. Ar skolioù sonerezh-se a zo ouzhpenn 80 skoliad enno o teskiñ son binioù bras, bombard ha taboulinoù,… ha stummet e vez bernioù sonerien nevez evel-se. Da c’houde, ez eo chomet ar bagad e-pad un nebeud bloavezhioù e fin renkadur ar rummadoù a-raok kregiñ da gaout plasoù mat, hag erruout er c’hentañ rummad.
E 2003 en deus krouet ar Bagad bagadig evit gwellaat deskamant ar sonerien ha prientiñ anezho da c’hoari a-stroll. Kinniget en deus ar Bagadig e abadenn gentañ e 2005.
Penaos dont er Bagad ?
kemmañGoude un amzer stummadur e-barzh skolioù sonerezh ar Bagad, ez eus tu da c’hoari ‘barzh ar Bagadig evit deskiñ c’hoari a-stroll. War-lerc’h un nebeud bloavezhioù er Bagadig ez eus tu mont er Bagad.
Istor ar Bagad : ar bagad eus 1983 da 2008
kemmañAr Bagad e 1983 Krouidigezh ar Bagad gant un degad a sonerien gozh eus kostez Perroz e Bro-Dreger. Kentañ rener ar Bagad a zo bet Jean BALAC.
Ar Bagad e 1984 Ur rener nevez a zo dilennet er Bagad, Herve SANQUER an hini eo.
Ar Bagad e 1989 Ur skol sonerezh a zo bet krouet e miz Gwengolo 1989 gant Hugues BESCO, Philippe OLIVIER ha Raphael DUBOUAYS. Ar skol a zo kenstaget ouzh Bagad Sonerien Bro-Dreger.
Ar Bagad e 1991 Skol Sonerien Perroz zo bet krouet e 1989, a zeu a-benn da vezañ ur skol dizalc’h eus Bagad Sonerien Bro-Dreger renet gant Raphael DUBOUAYS. Ur skol all zo bet krouet e Landreger renet gant Jean-Yves GOUSCOGNE. Ar c’hevredigezhioù Skol Sonerien Bro-Dreger Perroz hag Skol Sonerien Bro Landreger ‘zo nevez krouet. Kemer a ra ar BSBD ( Bagad Sonerien Bro-Dreger ) e Kampionad Broadel ar Bagadoù. Evit ar c’hentañ gwech er pevare rummad, ar strollad a echu eil eus ar rummad hag ec’h erru diouztu en trede rummad.
Ar Bagad e 1993 Ur rener nevez zo er Bagad, Jean-Yves GOASCOGNE. Ur rener nevez ivez e skol sonerezh Landreger, Bernard GUEGUINIAT.
Ar Bagad e 1998 Rener nevez Raphael DUBOUAYS er Bagad ha Sébastian HILLION a zo rener nevez skol sonerezh bro Berroz.
Ar Bagad e 2000 Kristell RAGOT renerez nevez Skol Sonerezh bro Berroz.
Ar Bagad e 2001 Ur rener nevez e Skol Sonerezh Landreger, Jean-Yves GOASCOGNE ur wech all .
Ar Bagad e 2002 Célile Hémeury-Gallet a gemer plas Kristell Ragot er renerezh.
Ar Bagad e 2004 Kampion Pondi a oa war son ar « pourlet » ha dañserien a oa o tañsal gant ar Bagad, Mohammed Ybniassime (danser Hip-Hop) ha Guirec Le Gac (danser Breizh), erruet int 3de warlerc’h Ploudergat ha Kastell-Paol. An Havr, ur sortiadenn evit ar Fest Yves, ar Bagad zo bet pedet da ginnig un abadenn ha da zibunañ. Festival Etrekeltiek an Oriant, ar Bagad a zo lakaet kentañ c’hoariadeg hag eil kampion ar rummad. Ur rener nevez, goude 6 vloaz evit Raphael DUBOUAYS, Sebastian HILLION a zo rener nevez Bagad Sonerien Bro-Dreger.
Ar Bagad e 2007 Kampion Breizh en eil rummad.
Ar Bagad e 2008 Kampion int eus an eil rann evit an eil gwech, neuze ez int bet degemeret er c’hentañ rann.
Skolioù ar Bagad
kemmañBagad Sonerien Bro-Dreger a zo ur strollad gant sonerien o deus bet ur stummadur, ouzhpenn 90% eus sonerien ar Bagad o deus desket seniñ e-barzh unan eus an teir skol sonerezh :
- Skol Sonerezh Perroz :
Skol Sonerezh Perroz ‘ao bet krouet e 1989 renet eo bremañ gant Serge JAHAN.
- Skol Sonerezh Kawan :
Skol Sonerezh Kawan ‘zo bet krouet e miz Gwengolo 2008… 13 skoliad a zo bremañ. Renet eo gant Cécile Beaumain.
- Skol Sonerezh Landreger :
Krouet e 1991. Ur Bagadig eo gant bremañ 15 den ennañ renet eo gant Jean-Yves GOASCOGNE c’hoazh.
Loreidi
kemmañ- 2000 : ?? en 3de rummad (13vet e Gwened ha 6e en Oriant)
- 2001 : 4re en 3de rummad (4re e Sant-Brieg ha 5e en Oriant)
- 2002 : 8vet en 3de rummad (8vet e Gwened ha 8e en Oriant)
- 2003 : 1añ en 3de rummad (1añ e Gwened ha 5e en Oriant)
- 2004 : 2eil en 3de rummad (3de e Pondi ha 1er en Oriant)
- 2005 : 2eil en 3de rummad 2eil e Pondi ha 1er en Oriant)
- 2006 : 3de en 2eil rummad (6vet e Konkerne ha 9e en Oriant)
- 2007 : 1añ en 2eil rummad (2eil e Pondi ha 1er en Oriant)
- 2008 : 1añ en 2eil rummad (2eil e Gwened ha 1er en Oriant)
- 2009 : 5vet en 1añ rummad (7vet à Brest ha 5e en Oriant)
- 2010 : 10vet en 1añ rummad (12vet à Brest ha 10e en Oriant)