Kêr-benn Mali eo Bamako. Emañ war ribl ar stêr Niger, e mervent ar stad. E 2006 e oa 1.690.471 a dud enni, annezet war 267 km². Dont a ra an anv Bamako eus ur ger a dalvez "poull ar c’haiman" e bambareg.

Bamako

Annezet eo al lec’h abaoe ar ragistor moarvat. Krouet e voe kêr er XVIvet kantved gant ar bobl niaré, zo chomet ur roud eus hec’h anv e Niaréla, unan eus karterioù Bamako.

E 1883 e voe aloubet ar c’hornad gant ar C'hallaoued. E 1899 e teuas Bamako da vezañ kêr-benn rannvro Senegal-Uhel hag adalek 1920 e voe hini Soudan. E 1960, pa teuas Mali da vezañ ur stad dizalc’h, e teuas Bamako da vezañ e gêr-benn.

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.