Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Ar bananez zo frouezh melen pe ruz a vez gounezet er broioù dindan an trovanoù. Kavet e vezent da gentañ e broioù eus gevred Azia ha goude-se e voe kroget da c'hounit bananez en Afrika, en inizi ar Meurvor Habask hag e Suamerika. E kalz eus ar broioù-se ez eo ar bananez ul lodenn a bouez eus ar magadur.

Dornad bananez darev
Blokad bananez a-istribilh d'ar blantenn
Dornadoù bananez ruz

Dont a ra ar ger brezhonek "bananez" eus anv gallek ar frouezh-se a zeu e-unan eus an arabeg : talvezout a ra ar wrizienn banan, er yezh-se, kement ha "biz", abalamour da stumm ar frouezh.

Ar frouezh kemmañ

Emañ ar bananez e-touez ar frouezh a vez gounezet ar muiañ er broioù trovanel. E 1992 e oa bet gounezet 66 milion a donennoù anezho dre ar bed. Ar bananez, pa vezont darev, zo kalz potasiom ha sukr enno. Degas a reont kalz a energiezh ivez (375KJ/100g) ha diazezet mat e vezont gant ar benvegad-treizhañ abalamour ma n'eus ket kalz druzoni enno. Peurvuiañ e vezont debret ent kriz en hor broioù, met poazhet e c'hallont bezañ ivez. Er plantadegoù bananez e vezont kutuilhet pa vezont glas c'hoazh, rak aesoc'h e vezont da gas evel-se, pa n'int ket ken bresk. Kaset e vezont da werzhañ da greizennoù dasparzh hag a-wechoù e vezont lakaet eno da zareviñ buanoc'h war-bouez etilen (pe eten). En natur e vez krouet an danvez-se gant ar plant o-unan.

Ar plant kemmañ

Daoust ma c'hall ar bananezenned bezañ bras a-wechoù (betek 9 metr), n'int ket gwez hogen plant geotennek, rak n'eus ket gwiennoù koadek enno ha n'o devez kef gwirion ebet. Lostigoù an delioù bras, a-gevret, a stumm un dra heñvel ouzh un doare kef avat. Bras-kenañ eo an delioù pa c'hallont tapout 4 metr hed hag 1 metr led. Berr eo garennoù ar bananezenned ha dindan an douar emaint. Kreskiñ a reont a-ziwar dangorz, a daol garennoù nevez bep an amzer. Ouzh an dangorz-se ez eus gwrizioù hir ha moan.


Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.