Banania
Banania zo anv ur boued poultr d'ober evaj chokolad a vez gwerzhet e Bro-C'hall dreist-holl. Graet e vez diwar kakao, bananez, edeier, mel ha sukr. Daou zoare a gaver er stalioù : an hini "hengounel", da boazhañ gant laezh e-pad 10 munut, hag an hini "diouzhtu" a vez fardet evel Nesquick.
Ya bon
kemmañWar boestadoù kentañ e veze tresadenn ur vaouez eus an Antilhez. Goude-se e voe degemeret un dresadenn all, hini un "tennataer senegalat", da lavaret eo ur soudard eus trevadennoù gall Afrika; adalek dibenn 1915. Gant Giacomo de Andreis e voe treset ar soudard-se hag a zeuas da vezañ arouez ar merk. Adalek 1971 e voe skrivet "Y a bon", e-kichen an dresadenn-se, diwar lesanv ar soudarded-se en arme c'hall.