Banniel Botswana
Banniel Botswana eo banniel broadel Botswana abaoe an 30 a viz Gwengolo 1966, deiz dizalc'hiezh ar vro.
Glas eo ar banniel, gant ur vandenn du, sterniet e gwenn, a-blaen en e greiz. Ar glaz zo evit an dour, hag ar glav dreist-holl, danvez prizius anezhañ en ur vro goloet an darn vrasañ anezhi gant dezerzh Kalahari. Ar gwenn hag ar du zo evit an emglev etre ar c'henelioù, koulz hag evit ar roudenneged a vez gwelet war ardamezioù Botswana.