Banniel Manav zo warnañ un triskell, an "Teir Esker" (tree cassyn e manaveg), zo arouez Manav, e-kreiz ur banniel ruz.

1:2

Diazezet eo an dresadenn-se war skoed-ardamez roue viking diwezhañ Manav Magnus III.

Anavezet-mat eo an triskell evel arouez er broioù keltiek, koulz hag e sevenadurioù all (Henc'hres). Heñvel a-walc’h eo banniel Manav ouzh hini Sikilia.

1:2

War ar bigi e vez implijet ur banniel gant an Union Jack er c’horn.