Banniel ar Stadoù-Unanet
Banniel Stadoù-Unanet Amerika (The American Flag e saozneg), lesanvet Stars and Stripes “stered ha bandennoù”, Old Glory “gloar kozh”, ha The Star-Spangled Banner, ar “banniel steredennaouet") zo warnañ, er c'honk, 50 steredenn evit pep hini eus an 50 stad zo er vro, ha trizek bandenn a-led, ruz ha gwenn a bep eil, da zegas soñj eus an 13 stad a savas ar vro.
Banniel ar Stadoù-Unanet | |
---|---|
Kenfeurioù | 10:19 |
Kod bannielouriezh | Banniel douar ha mor |
Anv, lesanv | Stars and Stripes The Star-Spangled Banner Old Glory Red, White and Blue |
Staliadur | 14/06/1777 (diazez) 04/07/1960 (bremañ) |
Livioù |
Istor
kemmañKemmet e vez an niver a steredennoù er c'honk hervez an niver a stadoù ezel. Niver ar bandennoù a van digemm avat, evit degas da soñj eus an 13 stad kentañ en em unanas evit sevel ar vro nevez.
Er penn kentañ ne oa eta nemet 13 steredenn ha 13 bandenn. Ne oa urzh ebet merket evit an 13 steredenn hag a bep seurt tresadennoù a c'hallent ober (steredennoù lakaet a-gelc'h, da skouer).
Ur skouer eus ar banniel kentañ gant 13 bandenn ha 13 steredenn |
Unan eus skeudennoù brudetañ banniel ar Stadoù-Unanet, pa oa bet gwintet en Iwo Jima e-kerzh an Eil Brezel-bed (amañ war un timbr) |