Baoule
Ar bobl Baoule (Ba Ou li) zo ur bobl eus Aod an Olifant, e-kreiz ar vro, en-dro da gêrioù Bouaké ha Yamoussoukro, anezho un 23 % eus ar boblañs (3 943 667 a dud), da lavarout eo pobl vuiañ ar vro dirak ar Bétés (da eil) hag ar Senoufos (da drede). Ur skourr eus ar bobl Akan int, a orin eus Ghana. Deuet int d'o bro nevez en XVIIIvet kantved, renet gant o rouanez Abla Pokou. Dont a rafe o anv, Baoulé, eus an aberzh graet gant ar rouanez Pokou, eus ur mab dezhi evit treuziñ ur stêr pa oant o tec'hel eus Ghana : ba ou li (marv eo ar bugel). Aet e oant neuze da chom entre ar stêrioù Bandama ha Comoé.