Barraigh, pe Eilean Bharraigh (distagañ: [ˈparˠaj] ha [ˈelan ˈvarˠaj]), Barra e saozneg, zo un enezenn tostik da Bhatarsaigh, an enezenn greisteisañ tudet eus Inizi Gall e Bro-Skos. Gouezeleg a gomzer enni.

Barraigh, Bhatarsaigh ha trowardroioù, gwelet eus an oabl.

Douaroniezh kemmañ

1 174 a dud a oa o chom enni hervez niveradeg 2001, katoliked evit an darn vrasañ. Ar gêriadenn vrasañ eo Bàgh a' Chaisteil (Castlebay e saozneg). Liammet eo Barraigh ouzh Eilean Bhatarsaigh (Vatersay e saozneg) gant ur chaoser.

Traezhegi gwenn a zo er c'hornôg, kerreg e-leizh er reter.


Skeudennoù kemmañ