Bartholomew Sharp (1650 - 1690 ?) a oa ur boukaner saoz. E-pad tri bloaz e labouras evel boukaner, anvet e oa e vag Trinidad . Un droad a reas war aodoù kornôg Amerika ar Su betek an Antilhez. Preizhata a rae trevadennoù spagnol. Kregiñ a reas gant e vicher pa ne voe den ebet e penn boukanerien Amerika ar Su. Buan e voe anvet e penn ar strollad, hag ur martolod ampart e oa. Dindan e renadur e preizhatas ar voukanerien Amerika ar Su betek an inizi Karaib : meur a gêr a voe preizhataet ganto, hag ivez 25 bag spagnol.

Etre 1680 ha 1682 e veajas an doktor Basil Ringrose (1653-1686) gantañ. Ul levr bourzh a skrivas, ennañ peadra da c’houzout muioc’h a draoù diwar-benn ar voukanerien. Digastizet e voe gant ar rouanez peogwir en doa roet kalz kartennoù-mor laeret digant ar Spagnoled.