Bashar Ibn Burd (714-784) a oa ur barzh arabek, da vare dibenn ar c'halifad Omeyad ha deroù ar C'halifa Abbasid. Eus Iran e oa e familh hag e dad-kozh a voe kaset da Irak evel sklav. Dall e oa Bashar. Lavaret a reer e voe levezonet-bras ar varzhed a zeuas war e lerc'h gant e skridoù.