Battlefield 1942: The Road to Rome

Battlefield 1942: The Road to Rome, Battlefield 1942 : Kampagn Italia a zo un ouzhpennadur d'ar c'hoari tenn diaz Battlefield 1942 kentañ hini an heulienn Battlefield Serie. An anv orin a zo Battlefield 1942: Road to Rome.

Battlefield 1942: The Road to Rome
ouzhpennadur d'ur c'hoari video
Rann eusBattlefield 1942 Kemmañ
TitlBattlefield 1942 Kemmañ
SubtitleThe Road to Rome Kemmañ
HeuliadBattlefield Kemmañ
Danvez pennañEil Brezel-bed Kemmañ
Tachennfirst-person shooter Kemmañ
Ti-embannElectronic Arts Kemmañ
Deiziad embann2 C'hwe 2003, 7 C'hwe 2003 Kemmañ
Lec'h an istorItalia Kemmañ
Hollved faltaziekBattlefield universe Kemmañ
DiorroerDice Kemmañ
Savennpersonal computer, Microsoft Windows Kemmañ
Software engineRefractor 2 Kemmañ
C'hoariustedc'hoari video liesc'hoarier, C'hoari video unc'hoarier Kemmañ
Diaz embannCD-ROM Kemmañ
Renkadur ESRBTeen Kemmañ
PEGI ratingPEGI 12 Kemmañ
Expansion ofBattlefield 1942 Kemmañ
Battlefield logo

Adkavet e vez ur wech c'hoazh an aergelc'h a Eil brezel-bed, ar wech 'mañ e vez kavet an tu da c'hoari Kampagn Italia.

An degasadennoù a zo da geñver kartennoù nevez, armoù nevez ha tuioù ouzhpenn.

Sevenet ez eo bet gant ar Studio Dice hag embannet gant Electronic Arts pe EA games d'ar 4 a viz C'hwevrer 2003.

Istor ar c'hoari kemmañ

Ar c'hoari a vez ec'h istor e-pad Kampagn Italia etre gouere 1943 ha mae 1945. Ar gevredidi goude bezañ bet aloubet Afrika an norzh ha trec'het Afrika Korps Rommel a grog gant tagadenn Sikilia ha war-lerc'h gant mont etrezek an Italia.

Daou a du ouzhpennet kemmañ

En Battlefield 1942: Kampagn Italia daou a du a zo bet ouzhpennet d'ar c'hoari orin o vont gant chom stag d'an Istor:

Tro-dro d'ar c'hoari kemmañ

  • An daou du ouzhpennet a rankfe bezañ bet dija kavet er c'hoari orin Battlefield 1942 dre ma veze kavet an tu da c'hoari war tachennoù emgann Afrika an norzh.
  • An Stg-44 pe Sturmgewehr 44 ar vindrailherezh arsailh a vez kavet e-leizh er c'hoari e-kostez al lu Alaman padal e oa ral anezhi betek 1944 ha roet e oa dreist-holl da begennoù an arme Alaman ar Fallschirmjäger en o zouez.

Liammoù kemmañ

Film kinnig battlefield-1942 soñjal a raec'h e oa echu ar brezel?