Beate Sturm (ganet e 1951) a zo un alamanez a voe ezel eus Rote Armee Fraktion e-pad ur pennad berr, etre 1970 ha 1971. Jutta a oa hec'h anv er strollad. Kemer perzh a reas e laerezh argant en tiez-bank. D'an 20 a viz Kerzu 1970 e teuas a-benn da dec'hout kuit padal e voe harzet Karl-Heinz Ruhland.