Ar bedeladur a vez graet eus ul lusk enframmidigezh etrebroadel savet adal eskemmoù dre ar bed a-fed: mennozhioù, luskadoù arc'hant pe marc'hadourezhioù ha sevenadur. Diazezet e oa bet ar bedeladur gant modernadur an dezougen (trenioù dre aezhenn, bigi dre aezhenn, karbedoù jet, kontenerioù). Ouzhpenn-se ez eus bet ur reveulzi er pellgehenterezh (pellskriverez, ar rouedad internet hag ar pellgomzioù hezoug hag a zo bet mammenn d'un dalc'h brasoc'h e bed an ekonomiezh pe sevenadurel.

Logo ar bedeladur

Darn studierien skol-veur ar bedeladur a gav dezho eo ganet al luskad en amzer vodern, ul lod all a gav gwell ar mammenn kalz a-raok marevezh dizoloadenn ar Bed Nevez (1492).

Eskemmoù ar c'henwerzh etrebroadel e 2013

Ar pezh a chom anat eo, ar bedeladur gant ur skeul ken bras evit ma anavezomp hiziv-an-deiz a grog e-pad an 19vet kantved gant ar Reveulzi Greantel . Erruet e fin an 19vet kantved, penn-kentañ an 20vet kantved al liammañ etre ar bedoù ekonomikel, sevenadurel ha prederiañ a zo bet unan prim ha kalz donoc'h evit na oa bet an eskemmoù a-live ar bed betek-en en istor Mab-Den.

Alies e vez kemmesket ar bedeladur gant an unanadur d'ar bed pe gant an Amerikanizadur padal eo disheñvel.