Beinn Laomainn
Beinn Laomainn (Ben Lomond e saozneg) a zo ur menez brudet ha heverk en Uheldirioù Bro-Skos. Daoust ma n'emañ ket e-touez menezioù uhelañ pa ne dap nemet 974 m, ez eus anezhañ ar brudetañ eus ar munroioù pa'z eo an hini ar muiañ er su, hag aes krapat betek krec'h, ha heverk ivez dre ma'z eo digenvez ha ma vez gwelet a-bell. Emañ war ribl reter Loc'h Laomainn.