Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad : krogit e-barzh !

Bellovesos a oa ur pennbrezel galian er VIvet kantved kent JK, meneget e anv en Istor Roma gant Titus Livius, hag en dije kaset e bobl da chom da hanternoz Italia. Ur roue mojennel a vije anezhañ.

Er VIvet kantved kent JK edo ar roue Ambigatos o ren war ar bobl gelt anvet Bituriged, a oa meur a bobl all stag outo. Dre ma kreske ar pobloù-se e rankjont mont da glask douaroù all. Daou niz ar roue a yeas da glask, Segovesos ha Bellovesos.