Belo Vale
Belo Vale zo ur gumun eus Brazil, e Minas Gerais, 365 km2 dindani.
E 2010 e oa 7.536 o chom enni. En-dro dezhi emañ kumunioù Bonfim, Brumadinho, Congonhas, Moeda, Ouro Preto, Piedade dos Gerais ha Jeceaba.
Daoust ma vez tennet houarn eus an douar ivez eo al labour-douar a ro o bevañs d'an dud, ha brudet eo an Tangerina Pocan.
Karterioù
kemmañSalgado, Laranjeiras, Roças Novas, Costas, Pintos, Santana, Lajes, Curral Moreira, Chácara, Moreira, Posse, João Alves, Noiva do Cordeiro, Chacrinha, Pedra, Troia, Arrojado, Palmital, Boa Morte ha Barra Nova.
Brudet eo bet Noiva do Cordeiro e 2014 war zigarez eo ur gêriadenn dalc'het gant ar maouezed.
Touristerezh
kemmañGweladennet e vez ar Fazenda Boa Esperança, ha Mirdi ar Sklavelezh (Museu do Escravo), an hini nemetañ e Brazil.