Benedisite

(Adkaset eus Benidisite)

Ar benedisite[1],[2] zo anv brezhonek ur bedenn gristen evit bennigañ ar predoù, rak ger kentañ ar bedenn-se e latin eo "benedicite", a dalvez kement ha "bennigit" e brezhoneg. Lavaret e vez koulz gant an gatoliked ha gant ar brotestanted.

Ar benedisite, gant Jean Siméon Chardin, 1740 (49 × 38 km).
Mirdi al Louvre (Pariz).
Benedisite a-raok ar pred, gant Max Slevogt, 1885

Dibunet e vez ar bedenn-mañ a-raok ar pred evit trugarekaat Doue eus ar "bara pemdeziek". Ar benedisite a zo ur bedenn a drugarekadenn, a vennozh, hag ur goulenn evit ar re baour. Distaget e vez gant un den hepken peurliesañ pa vez meur a zen ouzh taol. Boas e oa an ezhec'h da dresañ ur groaz war an dorzh vara evit echuiñ bennigañ ar pred e Breizh. Ar bedenn-se a c'hall bout dibunet e latin koulz hag e brezhoneg.

E liderezh Iliz Bro-Saoz ez eo ar benedisite ur c'hantik eus Book of Common Prayer.

Stummoù latin kemmañ

Meur a zoare zo d'ar benedisite e latin :

  • "Benedicite. Dominus. Nos et ea quae sumus sumpturi benedicat dextera Christi." (Uguen, 1924)
  • "Benedicite, Domine, nos et haec tua dona quae de tua largitate sumus sumpturi. Per Christum Dominum nostrum." (Uguen, 1924)

Stummoù brezhonek kemmañ

Meur a zoare zo d'ar benedisite e brezhoneg :

  • "O va Jezuz, hon mestr gwirion ! Roit deomp ho penediksion. Ha d'ar pred a gemerimp, evit bepred m'ho servijimp. En anv an Tad, hag ar Mab, hag ar Spered Santel. Amen." (1849)[3]
  • "Bennigit. Ra vennigo an Aotrou. Ni ha kement a zleomp kemerout. Ra vezimp benniget gant dorn ar C'hrist." (Uguen, 1924)
  • "Bennigit ac'hanomp, Aotrou, hag an donezonoù-mañ a roit deomp en ho madelezh. Dre Jezuz-Krist hon Aotrou." (Uguen, 1924)[4]
  • "Va Doue, bennigit ar boued ez eomp da gemer evit derc'hel da vevañ en ho servij. En anv an Tad, hag ar Mab hag ar Spered Glan. Evel-se bezet graet." (Jef Penven evit Skaouted Bleimor, Hanterenn diwezhañ an XXvet kantved)[5]

Ar grasoù kemmañ

War-lerc'h ar pred e vez dibunet ur bedenn a drugarekadenn a vez graet "ar grasoù" anezhi :

  • "Ni ho trugareka, Doue hollc'halloudek, evit hoc'h holl vadoberoù. C'hwi a vev hag a ren e-pad an holl amzer. Evel-se bezet graet." (Uguen, 1924)[6]
  • "Ma Doue, me ho trugareka evit kement am eus kemeret evit derc'hel da vevañ en ho servij. En anv an Tad, hag ar Mab, hag ar Spered Glan. Evel-se bezet graet."(Maodez Glanndour evit Skaouted Bleimor, Hanterenn diwezhañ an XXvet kantved)[7]

Notennoù kemmañ

  1. Geriadur istorel ar brezhoneg.
  2. "Bénédicité benedisite m. -où. Dire le bénédicité : lavarout ar benedisite ; bennigañ an daol." (Dictionnaire français-breton, Martial Ménard, p. 151.)
  3. Heuriou brezonnec ha latin, 1849, "Ar benedicite abarz ar repas", p. 55. Ar ger "repas" en destenn-orin ha neket "pred".
  4. Leor nevez an oferenn hag ar gousperou, aotrou Uguen, eil moulladur, 1924, "Pedenn arog ar pred", p. 943.
  5. Gw. Follenn Skaouted Bleimor war ar benedisite gant ar sonerezh, e load Emglev an Tiegezhioù.
  6. Leor nevez an oferenn hag ar gousperou, aotrou Uguen, eil moulladur, 1924, "Goude ar pred", p. 944.
  7. Gw. Follenn Skaouted Bleimor war ar grasoù gant ar sonerezh, e load Emglev an Tiegezhioù.