Benjamin Ryan Tillman

Benjamin Ryan Tillman, ganet d'an 11 a viz Eost 1847 hag aet da Anaon d'an 3 a viz Gouhere 1918, a oa ur politikour stadunanat eus an Democratic Party. Bez e voe gouarnour South Carolina etre 1890 ha 1894, ur senedour stadunanat etre 1895 betek e varv e 1918. Dreistbeliour gwenn, talañ a reas kreñv ouzh c'hoantoù gwirioù an afro-amerikaned. Tillman a oa e penn un unvez dammsoudardel gouennelour anvet Red Shirts (Rochedoù ruz) e-pad dilennadegoù feuls 1876 e South Carolina.

Benjamin Ryan Tillman e 1910

Er bloavezhioù 1880, Tillman, ur perc'henn douaroù pinvidik, a oa deuet da vezañ dipitet gant pennoù ar Strollad Demokratel. En em lakaat a reas e penn ul luskad labourerien-douar wenn da c'houlenn reizhadurioù. Da gentañ e oa bet un taol bazh en dour, en desped da vezañ bet un awen anat da grouidigezh skol-veur Clemson evel skol labour-douar. E 1890, Tillman a oa deuet a-benn da vezañ mestr war skourr an Democratic Party, dilennet e oa bet evel gouarnour ar Stad.

Pevar bloaz e chomo er post, 18 Amerikan du a oa bet lazhadeget e South Carolina e-pad ar mare-se, an hini gwashañ en istor ar Stad. Tillman en devoa klasket stourm a-enep ar jahinerezoù, met eus an tu all e tifenne ar re gablus eus an torfedoù. Embann a rae e vefe prest da vezañ penn ul lazhadenn e-unan. E 1894, e fin e eil respetad, e oa bet dilennet da senedour stadunanat dre votadeg pennoù ar Stad.

Ludresadenn eus Tillman embannet er Chicago Tribune d'ar 27 a viz Du 1906, dres a-raok ur gomzadenn gantañ er gêr. Penaos e vo komzet gantañ, doare "Pitchfork Ben" (Back to the darkest Africa for the black man) pe evel ur senedour gwirion (peace on Earth).