Benny Moré
Maximiliano Bartolomé Moré Gutierrez, pe Benny Moré, ganet e Santa Isabel de las Lajas d'ar 24 a viz Eost 1919 ha marvet e La Habana d'an 19 a viz C'hwevrer 1963, zo ur c'haner kuban. Gwelet e vez evel an hini brasañ a-viskoazh, abalamour moarvat, m'en deus gouezet chom feal d'an doareoù-kanañ kozh ha war un dro krouiñ doareoù nevez en e amzer.
Lesanvet e oa el Bárbaro del Rítmo.
Munudoù
kemmañ- Ar ganaouenn Santa Isabel de las Lajas zo bet savet gantañ d'e barrez c'henidik.
- Kanaouennoù en deus kanet da veur a lec'h : Cienfuegos, Manzanillo, Marianao, etc.
- Bep bloaz e vez ur fest en eñvor dezhañ e Cienfuegos.
- Gantañ e voe kemeret ar c'hiz da youc'hal ¡Azucar! ("sukr !") pa gave dezhañ e oa saourus (sabroso) doare-seniñ ar sonerien ha startijenn gante. Adkemeret e voe ar ger gant Celia Cruz, a rae kreñv gantañ, ma kreder alies eo ganti e voe krouet ar c'hiz.
Darn eus ar sonioù savet gantañ
kemmañ- Cómo fue, bolero
- Bonito y sabroso, mambo
- Santa Isabel de las Lajas, son montuno
- Qué bueno baila usted, son montuno
- Cienfuegos, guajira
- Se te cayó el tabaco, guaracha
- Locas por el mambo, mambo
- Conocí la paz, bolero
- Dolor y perdón, bolero
- Mi amor fugaz, bolero
- No te atrevas, bolero
- De la rumba al cha-cha-chá, guaguanco cha cha cha
- Rumberos de ayer, rumba
Pladennoù
kemmañ- Benny Moré, de verdad, EGREM, 1992.
- Benny Moré en vivo, RTV Comercial/Discmedi, 1994.
- Benny Moré & Pérez Prado (2 CD), Orfeón Records, 2001.
- Bárbaro del Ritmo (1948-1950), Tumbao Cuban Clasix, 2004.
Liammoù diavaez
kemmañLiammoù diavaez
kemmañ- http://www.youtube.com/watch?v=4gKOSqVxSd8
- Ar film El Benny : [1]
- Film diwar e benn : [2]