Benveg
Ur benveg (liester benvegoù pe binvioù) zo un dra implijet gant un den pe ul loen evit embreger un obererezh treloc'hel peurliesañ, gwrezel a-wechoù, war un dra pe ur boud bev. Efedusaat an obererezh eo ar pal.
ostilh
Iskevrennad eus | equipment, artificial physical object, tool |
---|---|
Dezverket dre | instrumentality, usability, type of tool, simplicity |
Implijet gant | agent, den |
Istor
kemmañAr binvioù kentañ a veze graet gant maen, askorn ha koad hag implijet e vezent evit ober boued, armoù, chaseal, labourat danvez evit ober dilhad ha traoù spletus all. Ijinet e voe seurtoù binvioù all evit ar vetalouriezh hag ar gounezerezh, ha n'en deus ket paouezet mab-Den da grouiñ binvioù nevez ha kempleshoc'h betek hiziv.
Arc'hwelioù ar binvioù
kemmañServijout a ra ar binvioù d'ober kalz traoù, en o zouez :
- troc'hañ
- fiñval un dra
- embreger un obererezh kimiek, da skouer lakaat tan, enaouiñ...
- muzuliañ
- bleinañ
- benañ
- sankañ, soudañ
- pleustriñ war stlennoù ha roadennoù, da skouer gant un urzhiataer, un endro diorren, un daolenner...