Benvegad koazhañ

Ar benvegad koazhañ pe benvegad esmoriñ zo ur benvegad hag a dalvez d'ar c'horf da goazhañ boued.

Benvegad koazhañ ar c'honikl

An dud hag al loened a denn o energiezh eus ar boued a vez debret ganto. Ar boued, ur wech lonket er genoù, a ya e-barzh ar c’horf dre ar benvegad koazhañ. Tremen a ra eus ar bouzelloù d’ar gwad hag a gas elfennoù magus d’ar c’horf a-bezh.

E-kerzh ar c'hoazhañ e vez dispennet ar boued e tammoù bihan. Komañs a ra an dispenn-se er genoù ha kendalc’het e vez a-hed ar benvegad koazhañ betek ar youlc’h.

Er genoù e talvez an dentj hag an teod da chaokat ar boued. An halv hag an enzimoù a vez mesket gant an tammoù boued. Goude e tremen e-barzh ar gorzailhenn.

Er stomog e vez dispennet ar boued gant heverennoù koazhañ. Enno ez eus trenkennoù hag enzimoù a zispenn protein ar c’hig, ar vioù, al laezh. Goude un nebeud eurvezhioù e vez treuzfurmet ar boued e youstenn, pe chim, hag a vez kaset e-barzh ar vouzellenn voan.

An duodenum, ar jejunum hag an ileon eo an teir lodenn eus ar vouzellenn voan hag a dap war-dro c’hwec’h metr hed. Heverennoù ar pankreas, ar bouzelloù hag ar vestl, enno enzimoù, a echu dispenn ar youstenn. Ur wech echu koazhañ ar boued e vez kaset ar maguzennoù e kement korn eus ar c’horf war-bouez ar gwazhied.

Ar vouzellenn-dall gant an divilhenn, ar c'holon sav, treuz ha diskenn, hag ar youlc'h a ya d’ober ar vouzellenn dev. Honnezh a dap 1,5 metr hed. Gant labour bakteri er vouzellenn dev e vez stummet kaoc'h hag ar c’haoc’h a vez eztaolet e-maez ar c'horf dre ar youlc’h hag ar fraezh.

Benvegad koazhañ an den

1. Genoù
2. Staon
3. Hugenn
4. Teod
5. dent
6. Gwagrennoù halv
7. Isteod
8. Isjaved
9. Kilvoc'henn

Digestive system diagram numbered.svg

10. Gargadenn
11. Treizher

12. Avu
13. Kellenn vestl
14. Korzenn ar vestl
18. Bouzellenn voan
19. Daouzegenn (Duodenum)
20. Yunegenn (Jejunum)
21. Klunegenn (Ileon)
22. Divilhenn
30. Fraezh

15. Stomog
16. Ilgreiz (pankreas)
17. Korzenn an ilgreiz
23. Bouzellenn vras
24. Kolon treuz
25. Kolon sav
26. Sac'henn
27. Kolon diskenn
28. Kolon sigma
29. Youlc'h